Denis Menchov

Denis Menchov zo ur marc'hhouarner rusian ganet d'ar 25 a viz Genver 1978 en Oryol (Rusia). Goude bezañ bet stummet en e vro gant skipailh CSKA Samara eo aet Menchov da Spagn evit dont da vezañ marc'hhouarner a-vicher evit Banesto. Gantañ en deus diskouezet ar Rusian e oa barrek d'ober disoc'hoù mat-kenañ war ar redadegoù a-dennadoù en ur c'hounit an Tour de l'Avenir 2001 pe ar c'hrez gwenn war hentoù Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2003. E 2005 e sinas evit Rabobank evit erlec'hiañ Levi Leipheimer e penn ar skipailh izelvroat. Dindan ar c'hrez orañjez eo aet ar maout gant Menchov div wech e Tro Spagn (2005 ha 2007) hag ur wech e Tro Italia, e 2009 evit kantvet vloaz ar redadeg. Daou bodiom en deus graet ivez war Tro Bro-C'hall (3 e 2008 ha 2010).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy